MERC'HED AR SKOLAJ : TEIR GWECH TREC'H E PONDI !
Dipitet oa bet ar strollad merc'hed gant an degemer o doa bet e Tregon, hag int o pleustriñ hardizh abaoe meur a viz... Neuze, kendalc'het o deus da bleustriñ ha kinniget o deus hiziv da juri "Kanit 'ta bugale" kinniget gant merc'hed Polig Montjarret o heuliad dansoù rount. Tabutet en deus ar juri a-raok reiñ an trede priz d'ar strollad anvet "Korriganezed Ker Ys" (anv kavet gant Marine). Mod-all, aet eo div wech an trec'h gant Liza hag he c'hoar, gant ton brudet Youenn Gwernig (me 'glev an avel ...), er rummad "kar" hag er rummad "Kanit 'ta bugale".
A-stroll
A-ziv
Mare al loreoù !
Bremañ e vo kanet tonioù ar redadeg ganto, ha tonioù all pa vo ar redadeg er vro (plasenn Sant Kaourantin e Kemper), e-pad gouelioù an hañv ivez.
Gourc'hemennoù d'ar seizh plac'h kalonek !