ME 'VO MEZEG-LOENED EVEL GI JONCOUR !
Hiziv eo bet diskouezet d'ar c'hwec'hvedidi film Gi Joncour "Touch, gwelet, klevet, c'hwesha" ha berzh bras en deus graet. Daoust d'an diaez evit lod pa oa diskouezet skejadur kof ur vuoc'h evit adlakaat ul lodenn stomog en he lec'h pe c'hoazh pa oa bet tennet un dolzenn grignbevek a-ziwar pav ur c'hi... Ur film kaerder ha preder diwar-benn un den m'eo liammet evitañ brezhoneg, sevenadur, natur, Kreiz-Breizh, ar Vreudeur Morvan...
Goude ar film ez eus bet goulennoù stank a-berzh ar skolajidi, un darn vat anezho o doa c'hoant da zont da vezañ mezeien-loened. Kalz anezho o doa bet tro da vont gant loen pe loen da di ur mezeg-loened.
Da echuiñ ez eus bet ur pennad-kaoz dedennus evit Radio Kerne gant pevar skolajiad ha gant Gi Joncour e-unan kaset da benn gant Laetitia Fitamant. Karout al loened, bezañ mennet gant ar vicher ha mont betek penn ganti ! A-benn un nebeud bloavezhioù ac'hann e vo mezeien-loened barrek war ar brezhoneg !