MANIFESTADEG EVIT DIWAN E LOUANEG
Lena Louarn, beskadoriadez kuzul rannvro Breizh, e karg a yezhoù Breizh
Berzh gant ar vanifestadeg da harpañ Diwan Louaneg hiziv. 800 bennak a dud a oa, hinon an amzer ha seblant vat gant ar c'heleier. Goude sizhunvezhioù a stourm evit Skol Diwan en arvar da vezañ taolet er-maez eus ar salioù-klas gant he 30 a vugale, goude sizhunvezhioù a stourm ouzh reutder ar maer hag ar skol bublik e seblant un diskoulm dont war wel. Setu ar pezh a zo bet embannet gant Lena Louarn besprezidantez ar rannvro e karg a yezhoù Breizh. Un ti-skol, skol Sant-Erwan, a vo adnevezet hag a c'hello degemer ar skolajidi goude al labourioù. Evel m'eo bet embannet gant Anna-Vari Chapalain, renerez Diwan, e rank holl harperien Diwan chom prest da stourm ken na vo kavet un diskoulm da vat. Lakaet eo bet sklaer ivez gant Padrig Herve, eilprezidant Kevre Breizh, e sav kudenn ar savadurioù gant Diwan e Louaneg, a-dra-sur, hogen e meur a lec'h all ivez hag ez eo erru tremen poent kaout ur gwir statud koulz evit hor yezh hag evit hor skolioù.
Hiziv eo bet un devezh kaer a frealz evit kerent Diwan Louaneg o welout tud a bep lec'h deuet d'o sikour ! Bec'h de'i eta evit Diwan hag evit ar brezhoneg !