Maheo a zo un arzour yaouank a dremen e amzer labour o kizellañ delwennoù, o verañ podoù pe o livañ anezho, paour eo.

 

Anna Bodri, hi, a zo ur plac'h yaouank, un tammig yaouankoc'h eget Maheo. Ober he mad a ra eus ar vuhez, en em wiskañ a ra diouzh ar c'hiz, o vevañ en ur familh binvidik emañ, n'eo ket eus ar memes renk sokial ha Maheo.

 

N'eo ket alies e vez gwelet ur plac'h yaouank leun a startijenn, pinvidik-mor ha diouzh ar c'hiz o timeziñ d'ur paotr paour entanet met skuizhet gant e labour.

 

Ar gejadenn etre Maheo hag Anna Bodri a oa sañset chom a vicher, met o welet braventez ar plac'h eo troet Maheo da sot gant ar garantez hag o welet barregezh hag ampartiz ar paotr he deus kroget Anna Bodri da gaout mignoniezh da nebeutañ en e geñver...

 

Amourous eo Maheo anezhi, ar garantez a c'hell bezañ kreñvoc'h eget forzh petra, met lentik eo ha ne gred ket mont war-raok hag anzav e garantez eviti. Aon en deus ivez eus soñjoù tud ar plac'h, gellout a rafent soñjal eo ret d'o merc'h dimeziñ d'un den pinvidik.

 

N'eo ket posupl d'ar garantez etre Anna Bodri ha Maheo dont da vat. Re a ziforc'h a zo etrezo. Koulskoude e oa ur spi bihan, ret e vije bet da Vaheo pe d'eben diskuliañ o c'harantez. Keuz en deus Maheo...

 

Gwion, 4re Glas

 

(Skridaozadenn diwar-benn "an dour en-dro d'an inizi" gant Youenn Drezen.)

Degemer