LOENED MOR
Kregiñ a reomp amañ da embann pennadoù skrivet gant Pauline Kerskaven aet da ergerzhout Su Amerika. Heuliañ a raimp he beaj ha daremprediñ anezhi dre SKYPE.
ARC'HANTINA
E Puerto Madryn, e Norzh Patagonia, em eus gwelet :
– Balumed (ballena franca)
Dont a ra al loened-se e ledenez Valdes (er plegoù-mor) e miz Meurzh ha mont a reont kuit e Miz Kerzu. Kontet ez eus bet 800 loen e ledenez Valdes.
Dont a ra ar pared da glask parezed hag ober a reont o re vihan. War-lerc'h ez a
kuit ar pared da Su Brazil ha chom a ra ar mammoù gant ar re vihan. Sevel a reont anezho ha pa vezont prest ez eont tout asambles en Antartik.
Debriñ a reont bezhin bihan (plankton) pe krill (un donenn bemdez evit ar re vras).
Ponner-kenañ eo ar balumed : a 25 betek 30 tonenn.
Gallout a ra ar re vras splujañ betek ur c'hilometr er mor.
- Ar manked Magellan
Pegen farsus eo ar manked ! N'int ket bras (55 sañtimetr, 4 pe 5 kilo), gallout a reont bevañ 25 bloaz, hag evel banniel Breizh, int gwenn ha du !
El lec'h em eus gwelet anezho (Punta Tumbo, 200 kilometr eus Puerto Madryn), ez eus bet kontet muioc'h eget 500 000 loen.