IMGP2812

 

 

Diriaou e oa deuet un dileuridigezh liseadezed, skolajiadezed kent, da gontañ kaoz gant hon tredeidi. Ambrouget e oant gant Edern ha deuet e oa Loeiz, rener al lise, da gomz ouzh ar skolajidi hag ar gerent war-lerc'h. Frouezhus, plijus ha frank eo bet an eskemmoù. Eus hentoù bras an heñcherezh, en ur dremen dre ar pontoù hag an treuzelloù, d'an dibaboù a eil renk "choaz liv ho karr-tan" ez eus bet gellet bezañ kelaouet sklaer.


Evit an heñchañ goude an trede klas, grit ho mad eus an teuliad dreist savet gant Erwan ar Berr hag embannet war ar blog-mañ, a-gleiz e laez ar bajenn ROLL > HEÑCHAÑ.


IMGP2814

 

Hiziv e oa hon tro da vont da Garaez. Degemeret mat-tre omp bet. Lein degemer, kentel skiantoù gant Kristen, amprouadenn war ar seropozitivelezh, merenn a-zoare ha gweladenn displeget kambroù cheuc'h ar savadur nevez. Trugarez da Loeiz, da Gristen, da Varkus, da Varine, da Loeiza, Manuel, Awen ha Tangi a zo bet hon heñcherien. Ar re hon eus disoñjet r'hon digarezo !

 

IMGP2816

 

IMGP2817

 

IMGP2818

IMGP2819

 

IMGP2822

Degemer