War-c'hed edod eus al labourioù da gregiñ. Loc'het eo. Abaoe dilun ez eus birvilh da vat war ar porzh da sevel tiez salioù-klas. E miz Gouere e oa bet didammet an ti raksavet kozh. An ti a welit war ar skeudenn eo hini ar skolaj ha d'e heul e vo savet un eil evit KELENN.

 

IMGP2129

An embregerezh Foisnet outi da vat !

 

Daou di da vezañ savet, adaozadur ar skolaj da reiñ degemer aes da dud nammet. Labourioù forzh pegement a vo er mizioù da zont. Un diaez a-dra-sur hogen ivez arouez ar vuhez hag hor skolaj a ya war-raok !

Degemer