KROASHENT MICHERIOÙ DIWAN 2011
D'ar 14 a viz C'hwevrer o deus an holl 3deidi kaset an devezh a-bezh e Karaez, ha leun-chouk roll-amzer an devezh.
Diouzh ar mintin o deus gellet dizoloiñ lise Diwan Karaez, al lise hollvrezhonek nemetañ a zo e Breizh. Degemeret hag ambrouget int bet gant liseidi bet en hor skolaj.
Salud stal ar skiantoù
Kemeret o deus perzh en ur gentel skiantoù kaset gant Lomig Bosser, dizoloet o deus ar c'houskva asambles gant Markus Peres, ar penngasour, hag an henchañ el lise a zo bet displeget dezho gant Paol Mingant. Goude pred kreisteiz o deus bet ur pennadig amzer vak m'o deus gellet kaozeal gant al liseidi.
Ouzh taol e Kerampuilh ! Mat eo ar geusteurenn ?
Etre 1e30 ha 3e30 o deus gellet kejañ ouzh meur a zen gour a ginnige e vicher da-geñver 6vet Kroashent Diwan ar micherioù e leurenn Glenmor.
Aozer meur an devezh a chom uvel. Salud, Erwan !
Morwenna, plijet-bras !
Dizagn, micherioù tost d'an natur, mezegiezh, micherioù ar c'hleweled ha micher
ioù ma reer gant ar brezhoneg a oa e-touez ar re a zo bet kinniget... Ha pep tra e brezhoneg! E-touez an dud er sal e oa Lea Toulgoat, pomperez, bet en hor skolaj, hag Owen Poho, dizagnour/grafour, bet kelenner en hor skolaj ivez.
Ur bomperez entanet gant he micher !
Ur vaouez eus Kreizenn Ditouriñ ha Heñchañ Karaez a oa war al lec'h ivez, da zisplegañ dezho war be dachenn mont, pe e vefe goude an 3de klas, pe goude ar vachelouriezh zoken.
Ezhomm a vo a gelennerezed en hor skolioù...
Owen, helavar gant e zispleg
Preder hag adpreder !