2012-2013 1645 copie

 

D’ar Meurzh vintin, bep pemzektez, e tegemer 6veidi skolaj Diwan Jakez Riou, Aziliz Bourgès ha Klet Beyer da sevel ur raktres war ar c'hleweled. Ar pal eo sevel ur rummad filmoù-berr farsus doare « Caméra Café », ha kemer-perzh e kenstrivadeg an Erminigoù e miz Mae, ma vo enskrivet enni holl skolajoù ha lise Diwan.


2012-2013 1649 copie

 

Betek-henn e ra ar skolajidi pleustradoù c’hoariva hag e teskont penaos skrivañ sketchoù, c’hwec’h sketch e pep klasad.

 

2012-2013 1655 copie

Ha mirout a rez, melezour...

 

War-lerc’h vakañsoù miz C’hwevrer, e vo gouestlet daou vintinvezh d’ar c’hoari ‘vit ma vo ar vugale en o aes dirak ar c’hamera. Ouzhpenn Aziliz ha Klet e teuio Jean-Mari Ollivier hag Arno Vannier evit ober war-dro ar son, ar video hag ar frammañ.

2012-2013 1662 copie

Ur steuñv frammet mat !


Pep a zevezh treiñ a vo gant an daou glasad 6ved en div sizhunvezh a-raok vakañsoù miz Ebrel.


Plijadur ‘zo dija !

 

Soazig Kerouredan

 



2012-2013 1667 copie

 

2012-2013 1685 copie

 


 

2012-2013 1700 copie

Tro-heol pe skav-gwrac'h ?

Degemer