JAKEZ RIOU-ARIZMENDI : KEMPER 2013
Gora Euskal Herria eta Bretainia!
Dec'h vintin e oa degouezhet hor mignoned a Vro-Euskal. Ambrouger Pepe, blenier Juan Carlos. 9 skolajiad euskarat ar wech-mañ ha c'hwezek all chomet e Skolaj Diwan Gwened gant o c'helennerezed.
Emaomp gant an trizekvet eskemm etre Arizmendi Ikastola Arrasate hag hor skolaj...
Skuizh a-walc'h an dud goude un nozvezh er c'harr-boutin... Lein a zoare er predva hag amzer goude d'ober gwelloc'h anaoudegezh gant hor skolajidi a 3de Melen.
Ouzhpenn ar skolajidi e karg e oa deuet ur mestr krampouezher da aozañ krampouezh a zo bet kavet mat en endervezh. Trugarez da Wenael !
Hevlene ez eus deuet soñj da Bepe d'ober ur prof arouezel a-zoare ! Diwar ar frapad "Euskaraz bizi nahi dut" (Fellout a ra din bevañ an euskareg/en euskareg) a weler o vleuniañ a bep tu e Bro-Euskal en deus lakaet ober mailhurennoù ha skritelloù brav, merket "Fellout a ra din bevañ e brezhoneg" warno.
Pepe a-zevri !
Goude an displegadenn e oa bet graet tro ar c'hlasoù da stagañ ar skritelloù. Danvez preder hag ober !
Alan da vat outi !
Gant Lisa e oa bet prientet c'hoarioù yezh kement hag ober gwelloc'h anaoudegezh ha kaout plijadur dre ar c'hoari.
Displeget eo bet e galleg gant Matilde ar pezh e oant o vont da zañsal.
Tan de'i !
Plijadur an dro hag an hanter-dro da heul Sulian ha Maïna
E pe straed vrudet emaomp ?
Da heul sal ar yoga abadenn dañs adarre e saloñs skedus an ti-kêr ma oamp degemeret gant Loig Philippon ha Jannick Yvon.
Arzel an delioù goveliet-mañ, neketa ?
War leurgêr Sant Kaourantin