JAKEZ RIOU-ARIZMENDI : ARRASATE 2012
Eus al Lun 23 betek ar Sul 29 a viz Ebrel omp bet en Arrasate, 22 skolajiad a Gemper hag a Wened hag o ambrougerien. Degemer c'hwek ha roll oberoù stank...
Da heul skeudennoù a zeiz da zeiz.
War kae ar porzh-houarn e Bourdel, harz-labour dic'hortoz. Un eurvezh hanter dale gant an tren...
Paotred lañs ganto !
Hir ar gortoz un tamm...
D'ar Meurzh e oa bet tremenet ar mintinvezh en ikastola. Degemer ha kinnigadur hollek gant Jaione, renerez. Displegadur war blanedenn ar yezhoù hag an adperc'hennañ diwar skouer an euskareg gant Amaia. Un degemer e kevelouri ALECOP ma stummer ar studierien war al labour kevelourel. Hanter studi, hanter labour greanti ha peadra da baeañ o studioù da heul.
D'ar Merc'her e oa gweladenn e Mirdi ar Peoc'h Gernika hag e ti Breudoù Bizkaia diouzh ar mintin hag endervezh e Bilbo gant mirdi Guggenheim. D'ar Yaou troiad e Donostia gant o c'henskriverien euskarat ambrouget gant Pepe hag Ana.
D'ar Gwener diouzh ar mintin Traonienn holen Añana ha goude merenn troiad e Gasteiz. Joxebe hag Eider ouzh hon ambroug.
ARRASATE
Jaione, daou c'her da gounañ ha da gompren : IKASTOLA ha KEVELOURI.
Jaione dirak ar skolajidi
An niver a skolajidi en Arizmendi Ikastola.
Lec'hioù ensavadurioù skol ARIZMENDI IKASTOLA
Amaia : yezhoù en argoll hag adperc'hennañ ar yezhoù
Skritellet ganti soñjoù ar skolajidi diwar-benn ar video
An emzalc'hioù a-enep ar yezh
Ar yezh da galonenn o raktres desevel
Koldo, keveler en ALECOP
Aitor, studier en ALECOP
Un hanter gelc'h en-dro da zelwenn José-María Arizmendiarrieta , krouer ar c'hevelourioù
A-stroll war Herriko Plaza, dirak an ti-kêr
C'hoarioù a-skipailhoù aozet gant Urtzi, dastum ar "pennoù maiz"
GERNIKA
Un devezh a-raok lidoù 75vet deiz-ha-bloaz bombezadeg Gernika
Hon heñcherez e Mirdi ar Peoc'h. Fraezh he displeg, pasianted...
Ostilhoù ar peoc'h, pep hini a lenno ul lodenn
George Steer, ar c'helaouenner saoz a zougas testeni eus bombezadeg Gernika dirak ar bed ha dirak gevier propaganda Franco
Kenskoazell Katalaniz da Euskariz goude ar vombezadeg
Lifre gudari, soudard euskarat
Engravadur er c'helc'hva "Ahaztu gabe, Mendekurik hartu gabe" (Hep disoñjal, hep talvezout gwall-ouzh-gwall)
Tri sell taolenn Gernika Picasso
E ti breudoù Bizkaia ar boulloù arc'hant ma klozed enno ar votoù
Dirak dervenn Gernika ma tou penn ar gouarnamant euskarat doujañ da frankizioù ar vro...
Enoradenn da vatailhon Gernika a zalc'has penn ouzh arme Franco en emgann Ponte de Grave
BILBO
War c'hlann ar stêr Nervion e Bilbo, delwenn gant Oteiza
DONOSTIA
War ziskenn eus ar c'harr-boutin displegadenn Ana
E-tal ar C'hursaal
Dirak ar C'hontxa
Balumetaerien gwechall
Bigi e porzh Donostia dirak stalioù ar gorbellerien
Strollad e Krib an avelioù Chillida
AÑANA
Kreizenn displegañ traonienn an holen
Displegadennoù sklaer gant Victor
War dreuzelloù an holeneg
An holeneg
Panell displegañ orin an dour sall-se
Loenedigoù an holeneg war ar skeudenn hag e-harz hon treid
Traonienn ha bourc'hadenn
Redek a ra an dour-sall e kanolioù koad
Poulloù sec'hiñ ha dindano dastumlec'hioù
Soubadeg treid en dour-sall, "freskotxo"
Holeneg, iliz, talbenn polotenn...
GASTEIZ
Ti breudoù ar Gumuniezh Emren Euskarat e Gasteiz
War leurgêr ar Werc'hez Wenn
Leurgêr ar Werc'hez Wenn war-zu krec'h
Trodroioù prenester iliz
A-dostoc'h
Ti ar gordenn
Geolioù leoned an ti-post
Maketenn Leurgêr ar Foroù
Leurgêr ar Foroù
Pennoù war leurgêr ar foroù
Bali wezek, kêr ar marc'hoù-houarn eo Gasteiz
Plakenn Palez Ajuria Enea
Palez Ajuria Enea m'emañ al lehendakari (Prezidant ar Gumuniezh Emren Euskarat) o chom
Ur gêr vodern...
Ur gêr arzel, ar c'herzher
Tamboulinerien vihan Gouel San Prudenzio
Sul vintin, kimiad ar marc'h-houarner : Pepe