Aet eo ar maout gant ar 6veidi ! Degemeret oamp bet e Luna Park e Penwiler d'ar Gwener 7 a viz C'hwevrer. Plijus-tre e oa peogwir e oamp gant an holl 6veidi, un aergelc'h plijus-tre, o c'hoarzhin atav e oamp. Ar gelennerien o doa kemeret fotoioù. An aotrou maer a oa deuet da droc'hañ ur seizenn gant livioù Bro-C'hall. Bet e oamp war meur a vanej, da skouer :

 

IMGP3496

IMGP3501

 

IMGP3502

IMGP3505

IMGP3506

IMGP3509

"Palez ar c'hoarzh" a oa farsus-tre, "otoioù stok-ha-stok", "tren Gasper" n'hor boa ket bet kalz a aon, "Apollon 2 000" a oa ur manej gant bannieloù broioù, "Strobinellus aval" a oa un tren bihan a yae war linennoù hent-houarn sav-disav, "Rock 'n roll" ur manej ront hag a droe buan en ur ober gwagennoù, "Crazy dance" a oa an hini spontusañ eus ar manejoù a santadoù, hag evit echuiñ "Les Barjots" un ti gant gwerennoù. Tud skipailh Luna Park o doa lavaret e oamp bet ur skipailh doujus d'ar reolennoù, seven ha dispar. Ha komzet e oa bet brezhoneg !!!

 

Karen ha Betty

Degemer