GWELADENN DA LISE DIWAN
Dec'h vintin e oa degemeret hor skolajidi trede klas e lise Diwan Karaez. Ouzh o ambroug Ronan Ménardeau hag Olier Auffret. Evel ma weler amañ dindan eo bet mat an degemer, en ur gentel skiantoù gant Loeiz, en ti-annez nevez hag en oaled nevez gant Markus hag ouzhpenn-se e oa mat ar boued.
Un aked hollskiantel...
Ur gambr nevez chik ha cheuc'h !
Ambrouget gant mousc'hoarzh hor skolajidi kent. Displegadennoù klok ha frammet gant Markus, penngasour.