GWASTELL LIZA
An istrenn hag ar vreutaerien. Gant piv e yelo an tamm ?
Me 'zo sot gant ur wastell anvet : "gwastell sukr-teuz-chokolad". Me eo am eus roet an anv-se dezhi, peogwir ne oa anv ebet dezhi pa oa bet roet deomp ar rekipe.
Un tammig hir eo ober anezhi, un tammig torr-penn eo ivez, setu ma ya mat ar c'hrennlavar-mañ dezhi : "Gant ar boan hag an amzer, a-benn a bep tra e teuer."
Evit ober toaz ar wastell-se ez eus ezhomm :
120 grammad amann sall blot
180 grammad bleud
60 grammad sukr
un tammig goell
Meskit an amann gant ar sukr ha war-lerc'h lakait ar bleud hag ar goell. Grit ur voulenn gant an toaz. Diaes a-walc'h eo ober ur voulenn peogwir eo sec'h an toaz, met an amann a deuz en daouarn, neuze e c'heller ober memestra. Lakait ar voulenn er yenerez e-pad 20 munutenn. E-pad an amzer-se aozit ar sukr-teuz hag ar chokolad.
Evit ober ar sukr-teuz :
120 grammad amann
120 grammad sukr
400 grammad laezh kengreizet sukret (tamm pe damm 1 voestad)
2 loioad vras golden syrup. Kavout a reer deuzoutañ e "Carrefour" pe en ur stal-werzh iwerzhonat.
Lakait an hollad en ur gastelodenn da deuziñ en ur veskañ, betek ma vo liv war ar sukr-teuz.
Evit ober ar chokolad :
40 grammad chokolad du (gant an dregantad an uhelañ ar gwellañ a gakao)
2 loiad vras dienn fresk
Lakait ar chokolad da deuziñ e kibellad Mari. Tennit anezhañ hag ouzhpennit an dienn fresk.
Kemerit an toaz, ledit anezhañ en ur plad war baper keginañ. Pikit anezhañ gant ur fourchetez, met hep bruzunañ anezhañ. Poazhit er forn war 200° e-pad ur c'hard eur. War-lerc'h ledit ar sukr-teuz hag ar chokolad war-c'horre, met hep meskañ ar sukr-teuz hag ar chokolad.
Lakait ar wastell er yenerez ken na vo kalet.
Liza, 5ved glas
(Ar pezh n'eo ket bet lavaret en eztaoladenn-mañ eo he doa graet an aozerez ur wastell evit gellout profañ pep a damm da holl dud ar c'hlas... Ul lip-e-bav e oa, un teuzac'h evel ma lavar Douarneneziz ! Trugarez !)