GANEDIGEZH GWENER
5vet klas : Ganedigezh Gwener
Goude bezañ gwelet Mona Lisa ha meur a livadur diazezet warni (gant Andy Warhol, Jean-Michel Basquiat, Fernand Léger...) e oa bet kinniget d'ar re 5vet labourat war « Ganedigezh Gwener » (e-tro 1485) gant Botticelli hag a zo unan eus livadurioù brudetañ ha bravañ ar bed. Diskouezet eo bet al livadur ouzh ar skramm, ha pep hini en doa ivez ur skouerenn e gwenn ha du. Kemmañ, modernaat, cheñch... Sed ar palioù a oa bet lakaet. Deuet eo brav gant Gwion!