FROMADEG O SELAOU EDOUARD ANSQUER...
Er mintin-mañ ez eus bet film evit ar 6ved/5ved, Brest-Douarnenez gant Jean-Pierre Lyvinec ha pedet e oa bet Edouard Ansquer da gontañ kaoz diwar-benn e vuhez war vor.
Un teulfilm gwall gaer, karantez ouzh ar mor, braventez ar bigi, ar familh Prigent a vev war ar mor. Bigi a bep gobari, a bep stumm, a bep tres, bras pe vihan, meurdezus pe uveloc'h ha tud entanet oc'h ober war o zro ! Ar skelliged a nije war ar mor ! Ar familh Prigent o veajiñ dre-holl er bed hag o merc'h, Enora, en oad hor skolajidi... Na kaer ! Hag ar ribitailhad bigi oc'h ober penn war-zu Douarnenez, e-biou da Gameled, an Toull Inged, ar Bernioù Piz, Beg ar C'havr, na brav !
Na testeni Edouard Ansquer ! Ur blijadur hag ur from e glevet ! Ganet e 1926 war an aod e Douarnenez, deiz pardon Santez-Anna. Mous da unnek vloaz, graet gantañ micher ar brizhilli, ar sardin-driv, ar verdeadurezh kenwerzh hag an eoullistri, kent dont war e bañsion en-dro d'ar vro ha da gaout karg ar vag savetaj. Bremañ c'hoazh e vez bemdez en e ganod e bae Daouarnenez. Ur vuhez stag-dizistag ouzh ar mor !
Koulskoude n'eo ket bet tener ar mor outañ, kollet tad, kollet c'hoar, beuzet kalz eus e genseurted. Darbet dezhañ mervel o saveteiñ ur Malgach e-kreiz flammoù an tireoul pe c'hoazh troc'het e vag gant ur C'honker hag aet d'ar strad e bae Douarnenez ! Stag ouzh e groc'hen ar c'hoant mont pelloc'h : "Me 'm boa c'hoant da veviñ !"
Un darempred ret, hogen forc'hellek gant ar mor en doa da gaout e zigoll diwarnañ. "N'am eus ket aon eus ar mor." Hogen n'en deus ket a garantez evit ar mor kennebeut a zo bet laeret gantañ kement a dud kar. Kounañ Hemingway a lavare : "I hate the sea."
Soñj hor bo evelkent eus ar pep bravañ hag eus ar pep fromusañ. Balc'hded ar mous bihan unnek vloaz o tont en-dro d'ar porzh, ar martir paour, kened ar raeed bras a strinke 'maez an dour kent stlakañ war e c'horre, ar balumed o c'horolladeg veur, ar rinkined a lonke boestadoù piz bihan en o fezh ha dreist-holl ar berraskelled, 500 milier anezho marteze o vont d'ar mor evel soudarded an arme veur, war o fouez renk ha renk, e sklêrijenn ar bannoù gouloù. Kerzhadenn an impalaer ! An tonkadur e kimiad ur vamm diouzh un tad, ar spont rak al lammoù mor en inizi Kergelenn ha tostoc'h amañ ar poucher war ar mor hag ar mous bihan diouzh kard.
Un testeni talvoudus hag uvel hag a zo bet degemeret mat-tre gant ar vugale. Goulennoù forzh pegement gant an traoù yaouank er memes oad ma oa aet eñ da vous. Petra lavarout ouzhpenn nemet en doa degaset an daneveller ur voestad chokolad da brofañ d'e selaouerien. An teuzar !
Trugarez da Edouard Ansquer ha da Elen Rubin eus Daoulagad Breizh !