FILMOÙ BREZHONEK ER SKOLAJ !
En endervezh-mañ ez eus bet diskouezet filmoù gant Daoulagad Breizh
er skolaj :
E 6ved. "Din-me da c'hoari", un teulfilm diwar-benn Erwan Konk, paotr yaouank 24 bloaz paket gant ar viopatiezh. Ar vell-droad war gador-ruilh a ro nerzh dezhañ evit mont war-raok.
E 5ved. "Bugale an heol", rummad filmoù-bevaat eus ar bloavezhioù 80, advouezhiet e brezhoneg gant Dizale.
E 4re/3de "Distro Gwenn". Film faltazi savet gant Soazig Daniellou ha skrivet gant Aziliz Bourges. Distro eo Gwenn, ur vaouez yaouank 30 vloaz da Lann Vras, ar gêriadenn he doa kuitaet pemp bloaz a-raok.
Kinniget gant Aziliz Bourgez ha Goulwena an Henaff.
Aziliz a oa fraezh ha gwirion he displegadenn. Un darempred a-zoare !
Eus ar c'hentañ eo bet an darempredoù hag an eskemmoù. Ur gaoz wirion blijus a zo bet etre 6vedidi hag Erwan Konk, e 4re eo bet fonnus ar gaoz etre ar skolajidi hag Aziliz ha gellet ez eus kompren e pe zoare e skriver istorioù evit filmoù, e 3de ivez eo bet maget mat ar gaoz etre skolajidi ha Goulwena. Trugarez da dud Daoulagad Breizh, Elen, Olivier hag Erwan
ha d'hor c'houvidi !
Un eskemm a zoare a dalv ar boan kenderc'hel gantañ, seul vuioc'h m'emañ 6vedidi ha 5vedidi ar c'hleweled o pleustriñ war ar c'hrouiñ istorioù hag ar filmañ e kentelioù Kleweled Soazig Kerouredan ! Plas d'an ezteurel ha d'ar c'hrouiñ e brezhoneg gant binvioù a-vremañ !