ESKEMM ARIZMENDI-JAKEZ RIOU 2013 E BRO-EUSKAL
War ar genrouedad ivez :
http://www.mondraberri.com/mondraberri/contenidos.item.action?id=6512974&menuId=6207978&onlypath=true
http://goiena.net/albisteak/aurten-ere-bretoiak-gurean/
Goude ur veaj digudenn e oamp degouezhet da 7 eur hanter diouzh an abardaez en Arrasate.
22 skolajiad a Wened, 14 a Gemper, ambrougerien, Annaëlle, Herri, Lisa ha Padrig, beaj mont ha dont gant Goierri Bus.
En devezh kentañ eo bet gweladennet Gaztelupe, ikastola an eil derez en Arrasate. Souezhet eo bet hor skolajidi gant ar modern ma oa an ti-skol. Bennozh da Jaione, renerez, ha da Eider, kelennerez, eo bet ur weladenn plijus ha kelaouus-tre.
Klas ar vugale o ezhommoù ispisial, displegadenn gant Hirune
Gant Amaia hag Iñigo ez eus bet boulc'het ur c'hendiviz diwar-benn planedenn hor yezhou, diazezet war DVD Garabide adperc'hennadur an euskareg.
E porzh an ikastola, Jaione, renerez a-gleiz, Lisa, a-zehou
E sal an deknologiezh...
Goude omp bet degemeret e Fagor Automation, kevelouri a bouez bras a bled gant blenierezh ha muzulierezh munut-mumut, un milionved milimetr, ar mekanikou-ostilh.
Ar gevelouri Fagor Automation
Displegadenn gant ur c'hevelour e karg e Fagor ha gant Iñigo, kelenner skol-veur
A Fagor da greiz-kêr, Menez Udalaitz en diadreñv
Goude merenn dindan an hinon hag ar wrez, kazi, ez eus bet c'hoariou pobl hag ur c'hoari skipailhou ober anaoudegezh gant Arrasate. Trugarez da Bepe, Urtzi, Ana, Hirune....A-benn arc'hoazh Gernika-Lumo diouzh ar mintin ha Donostia goude merenn.
Skeudenn war leur-gêr an ti-kêr-Herriko Plaza
E-tal an aerouant...
C'hoari an dastum pennoù maiz-arto buruak
Glen war-nij !
Alan, mennet !
Glenan, startijennek !
Plijadur !
A gammedoù bras !
Urtzi o kontañ a vouezh uhel !
Goude ar c'hoari e kêr, ar prizioù...
Merc'her : Gernika ha Donostia
Diouzh ar mintin omp bet o weladenniñ Mirdi ar Peoc'h. A-drugarez da Idoia, heñcherez a-feson o deus gellet ar skolajidi kompren bombezadeg Gernika hag e-pelec'h emañ an dalc'h gant ar peoc'h etre ar broioù, an dud hag ar peoc'h en-unan.
Gwez-platan unanet e-tal arsav bus Garibai...
Pa gan Jean-Jacques Rousseau meuleudi da zemokratelezh Euskariz !
Prederouriezh amerindian
Idoia, heñcherez, dirak un eilenn a daolenn Picasso. Bepred emañ an orin e Mirdi ar Reina Sophia e Madrid... Ha bec'h gant Euskariz evit he c'haout e Gernika !
Hep disoñjal,
hep kaout dial.
Lein sal-veur Breudoù Bizkaia
Dirak dervenn Gernika, arouez frankizoù Euskariz
Goude ar pred e ti Mari Glaziou tapet e gwenodenn Menez Urgull e Donostia ez eus bet amzer da weladenniñ ar gêr gozh a-raok pennadiñ hent war-zu kribenn an avelioù a-hed ar c'hontxa. Gwrezek an amzer hogen gant un tamm freskadurezh deuet gant an avel greñv a oa savet trumm.
Ne ra ket a zroug un tamm tommder hag ur barr-avel...
E krib an avelioù Chillida
Yaou e Bilbao :
Skol uhel liesteknikel Arizmendiarrieta en Arrasate
Poent emgav en Arenal. Pourmenadeg e kêr gozh Bilbao, dindan ar glav, siwazh pezh en deus miret ouzhomp a vont betek barr an dorgenn da gaout ur sell war kêr... En endervezh gweladenn Mirdi Guggenheim, un diskouezadeg war dodenn ersav an arzourien ouzh an eil brezel bed. E-touez an taolennoù dedennusañ e oa taolennoù ar surrealourien ha re Picasso.
Murlivadur divent e-tal ar stêr Nervion
Stummoù pont...
Dindan ar gevnidenn he favioù arem...
Smiling in the rain !
Ouzh troad mirdi Guggenheim
Gwener en Añana hag e Vitoria-Gasteiz :
Un devezh en Araba eta, diouzh ar mintin holeneg traonienn Añana. Dedennus, hogen yen an amzer... Gourc'hemennoù o deus bet hor strolladoù evit o emzalc'h mat er weladenn hag er stal goude !
A-hed ar gwenodennoù hag ar c'hanolioù dour sall
Dastumlec'h holen
An didouerezed holen o labour munut...
Daoust pegen fresk an amzer edo ar goukoug o kanañ...
Da greisteiz pred e ti Mari Glaziou ouzh troad iliz-veur Gasteiz ha goude troiad e kêr dindan un amzer vadelezhusoc'h. Plaen eo torosennadur Gasteiz ha lec'h a zo bet graet d'an dud war-droad e kêr, d'an dud stank-kenañ war varc'h-houarn ha gellout a reer mont ha dont didrouz gant an tram. Ur gêr vrav ha kempenn-kenañ !
Karbedoù ekologel
Leur-gêr ar Werc'hez Wenn
Celedon, tudenn brudet ar gouelioù
Dre straedoù enk kêr gozh Gasteiz
Ur skeudenn ouzhpenn evit ar blijadur...
Flysch brudet a Vro-Euskal, hogen e pelec'h ? Kasit ho respontoù d'ar blog...