IMGP2990

Galv ar "c'houbladoù" gant Marine, Christian ha Petra en he c'hichen

 

Dec'h e oa degouezhet e Kemper kenskriverien hor skolajidi war studi an alamaneg. Ul lodenn a oa degemeret ganeomp hag ul lodenn all a gendalc'he betek ar Releg. Goude un degemer kalonek sonet gant Marilou ouzh ar vombard ha Sulian ouzh ar binioù, stlakadeg daouarn ha gwenn-ha-du er vann e oa bet graet an digoroù etre ar genskriverien.

 

IMGP2991

Degemer eeun ha kalonek !

 

IMGP2997

Prest da sikour !

 

Merenn-vihan an degemer a oa bet goude a-raok ma 'z aje pep degemerer ha pep degemerad er familhoù evit an dibenn-sizhun.

 

IMGP2999

 

Tro he do Marine, sur-mat, da lakaat war wel an degouezhioù en devezhioù da zont war ar blog !

 

Degemer mat ha chomadur mat e Breizh !

Degemer