"E SKEUD KANAÑ" GANT AR VREUDEUR MORVAN
Laouen an holl !
Hiziv eo bet ar vreudeur Morvan er skolaj. Bannet eo bet ar film "e skeud kanañ" savet gant Jérémy Véron d'hor skolajidi 4re klas. Plijet int bet gant ar film hag ur pennad-kaoz talvoudus a zo bet goude. C'hoant daremprediñ a bep tu, goulennoù ha respontoù fin. Un darempred frank, onest, plijus !
Leun a furnez hag a fent a zo bet gant ar respontoù. Peadra da sevel ur pont pe da nebeutañ un dreuzell etre sevenidigezh bed ar maezioù ha buhez hon tud yaouank a-vremañ. Komprenet eo bet mat o brezhoneg gant hor skolajidi ha plijet eo bet ar re-mañ o vezañ komprenet gant ar ganerien. Pa lakaer kalon ha plijadur d'en em gompren, da zaremprediñ, eo graet an tri c'hard eus an hent !
Trugarez da Herri ha da Yvon Morvan ha da Olivier eus Daoulagad Breizh !
Koulz ar sinadurioù...
Yvon Morvan
Herri Morvan