IMGP3302

Aesoc'h eo distrujañ eget sevel ha desevel !

 

Dispenn ha laerezh, setu ar pezh a zo bet graet en dibenn-sizhun-mañ e ti-skol Penharz hag en hon ti-skolaj e Kervoazan. Drailhet eo bet dorioù lodenn ar burevioù ha forzhet ez eus bet dorioù all. Arc'hant ha kameraioù, da nebeutañ, a zo aet gant al laeron. N'eo ket c'hoazh klok roll an traoù a zo bet preizhet. Kenderc'hel a ra ar vandalerezh er c'harter eta, pa soñjed e vije nebeutaet gant an adnevezadur a zo bet kaset da benn.

 

IMGP3305


 

Labourioù digeriñ d'an dud nammet a oa betek digwener er skolaj ha, kerkent hag aet kuit an embregerezhioù, drailh forzh pegement !

 

Gwareziñ gwelloc'h hor savadurioù hag a zo d'an ti-kêr a zo d'ober ha tamall ar vandalerezh a-wel hag a-glev d'an holl !

Degemer