DORIOÙ DIGOR AR 17 A VIZ MEURZH 2012
Loig Philippon, kuzulier-kêr, a oa deuet d'ober ur gwel deomp.
Tremenet mat eo an dorioù digor. Prest e oa ar skipailh da zegemer ar familhoù. Deuet e oa ivez skolajidi da sikour, ur mell trugarez dezho. Gwelet eo bet ar filmig nevez da vrudañ ar skolaj sevenet gant Soazig Kerouredan. Startijennek ha paket-brav, plijet eo bet an dud !
Etre Charlie Robot ha kirri-nij, dedennet an dud gant komzoù Mathieu !