IMGP2928

Diwallit, emañ ar biñsoù o vont da fraoñval !

 

Dec'h e oa dorioù digor er skolaj. Tremenet eo mat ha plaen. Kalzik familhoù a oa deuet, heñchet int bet gant tud ar skipailh, prest d'o zitouriñ ha da reiñ displegadennoù a bep seurt. Trugarez da bep hini. Evel-just eo bet dedennet an dud gant ti nevez ar porzh, ennañ ar c'hlasoù 6ved, gant an daolenn niverel ha gant an traoù fetis savet e kentelioù teknologiezh. Tro he deus bet Marine da zisplegañ penaos ez a ar skoliata en-dro evit skolajidi ar 6ved, peseurt plas a fell deomp reiñ d'ar brezhoneg, ha da zienkreziñ un tamm familhoù ar bloaz a zeu.

 


 

IMGP2926

Karbedoù emgefreek arnevez...


Anat eo ez eo plijusoc'h ha dedennusoc'h d'ar vugale pa c'heller o lakaat da c'hoari pe da welout traoù graet gant skolajidi evel ma 'z eus bet graet gant ar c'hoarioù matematik gant Gwenael ouzh an daolenn niverel ha gant Mathieu o tiskouez kirri-nij pellurzhiet hag all.

 

Emgav a zeu gant hon danvez skolajidi 6ved a-benn ar Yaou 30 a viz Mae evit an devezh er skolaj hag ar Merc'her 29 da 6 eur diouzh an abardaez er skolaj evit ar re a vo diabarzhidi hag a zeuio da dremen un nozvezh en hon ti-annez e Plogastell.

Degemer