Penaos ober anaoudegezh ha kaout plijadur asambles ? Aes eo !

 

IMGP0931

Rik-ha-rik dirak ha dirak !

 

Daou zevezh a zo bet aozet evit ar 6veidi e Ti ar Gouren e Berrien, ambrouget gant Ninnog, Gaëlle, Marine ha Katalin.

Degouezhet omp d'ar Yaou 6 a viz Here ha goude bezañ dizoloet al lec'h ha staliet hon dafar er c'hambreier e oa poent kregiñ gant ar programm . War ar roll : Gouren, Kanañ ha dañsal, Mandala ha c'hoarioù Breizh.

 

IMGP0932

Luskerez an abadenn en hec'h aez...


Gant Alexis, gourener ampart ez eus bet desket un nebeud krogoù ha dreist-holl petra eo spered ar gouren.

 

IMGP0936

 

IMGP0941

E testeni eus ma gwiriegezh e kinnigan da'm c'henvreur ma dorn ha ma jod...

 

IMGP0942

 

IMGP0983

A-benn gallout kanañ ha lakaat an dud da zañsal e oa dav deskiñ da gentañ un nebeud teknikoù evit tommañ ar vouezh ha farsus-tre e oa ober a bep seurt trouzioù ! Penaos e oa dija Ninnog ? Ah ya ! « Ba Be Bi Bo Buuuuu, Ma Me Mi Mo Muuuuuu !!! »

 

IMGP0935

N'eo ket a-walc'h kanañ, mat eo gouzout dañsal ivez ! Bremañ omp barrek war an Andro, an Hanterdro hag ar Pach pi, hag ouzhpenn-se omp gouest da ganañ « Dek den a zo o sevel un ti » ha « 'Meus ket ken nemet dek miz, da roulañ ma yaouankiz » ! Diwallit bremañ pa erruimp er festoù-noz... Prest omp avat !

 

IMGP1055

A-unan, pa lavarer deoc'h...


D'ar Yaou abardaez etre 5 eur ha 7 eur  hon eus savet ur Mandala gant Manu Mehu deuet a-ratozh kaer evit an dra iskis-se : Prientet en doa un dresadenn vras war ur follenn   ledet war al leur : ar pal a oa livañ ar stummoù gant traezh livet e melen, orañjez, mouk ha glas. Hir mat e oa hag evit kalonekaat an dud e oa dav kanañ, met kanañ e-pad div eurvezh n'eo ket gwall aes... Memestra omp deuet a-benn hag an disoc'h a oa brav-tre ha fier e oamp eus hon labour a-stroll.

 

IMGP1030

Kenober aketus...

 

IMGP1032

An arvestiñ a-stroll

IMGP1041

Da 7e30 d'ar Gwener vintin e oa Manu o c'hortoz ac'hanomp evit sellet en-dro ouzh ar Mandala a-raok « distrujañ » anezhañ ha dastum an traezh : pep hini en deus gallet kas ul lodenn eus ar Mandala-se gantañ.

 

IMGP1043

Mesket-holl ar mandala berr e bad...

 

Trugarez vras, Manu, evit da basianted !

 

IMGP0947

Plijadur ivez o vezañ ouzh taol asambles...

 

IMGP0948

 

 

IMGP1064

Kemend-all gant an dud deuet...


D'ar Gwener goude-merenn e oa tro c'hoarioù Breizh : ne oa ket brav brav an amzer met plijadur a oa memestra ! Toull ar c'hazh, boultenn, galochenn, kilhoù,... Ret e oa  bezañ ampart evit tapout poentoù, met deuet omp a-benn !

 

IMGP1065

C'hoarioù a blij bepred...

IMGP1068

 

IMGP1071

Penn war ar vigoudenn pe an daou vachikod ?

 

IMGP1076

Prest da gregiñ !


Pa 'z eo erruet ar c'harr-boutin evit distreiñ d'ar skolaj hon eus merzet e oa tremenet buan-tre an amzer...

(Gant un tamm dale ez embannomp an dezrevell-mañ. Sur omp e raio plijadur, memestra !)

Degemer