DESKIÑ LAZHAÑ AN TAN !
Digwener vintin e oa stummadur war an doare da lazhañ an tan gant mougerioù-tan. Deuet e oa un teknikour, Olivier Schrevel, eus an embregerezh ASI da reiñ deomp ar stummadur-se. War-dro un eurvezh war an deorienn evit kompren doareoù disheñvel an tan hag an doareoù disheñvel d'el lazhañ. Goude-se bec'h de'i gant pevar seurt mougerioù-tan da lazhañ tan en diavaez.
Trugarez da Youenn en deus tapet ar skeudennoù.
Penaos ober ?
Skipailh aketus !
Fañch da vat outi !
Yann a-zevri bev !
Hep disoñjal serriñ ar gaz !
Maela d'he zro !
Olier, aketus.
Diaes e oa da beurlazhañ !