CHEKENNOÙ REDADEG 2010
Luc'hskeudenn gant Kenan an Habask
Berzh he deus graet Redadeg 2010. Dec'h vintin e Ti ar Vro Kemper e oa deuet ar mare da ingalañ an arc'hant. Chekennoù a zo bet roet eta da Ziwan ha da 6 raktres dibabet evit o ferzh mat da gas ar yezh war-raok en un doare bev e-touez an dud. Levrioù enrollet gant Embannadurioù al Liamm, Malizenn bedagogel an natur gant Ti ar C'hoadoù ar Chapel-Nevez, Stajoù gouren e brezhoneg gant strollad Gouren Aodoù an Arvor, Podkasterezh an abadennoù skingomz brezhonek gant Brudañ ha Skignañ, Breizh Akademi, stajoù plijadur ha deskiñ brezhoneg evit ar grennarded, ar Vro-Bagan gant ur pezh-c'hoari istorel evit ar re yaouank war ar stern.
Dija emeur gant danvez Redadeg 2012. Ezhomm a vo ac'hanoc'h-holl, mignoned hor yezh, da reiñ lañs ha lusk dezhi. Gouzout a ouezer e vo ur sizhunvezh klok ar wech-mañ a Sadorn da Sadorn, hag e vo redet 1 500 km. Plijadur de'i evit ar brezhoneg eta !