CALYSTO ER SKOLAJ
Hiziv ez eus bet ur stummerez eus ar gevredigezh Calysto o tisplegañ d'hor skolajidi peseurt dalc'h a zo gant ar genrouedad en hor bed. Plediñ a ra Calysto dre he c'houlzadoù "remziad niverel" gant emskiantekaat skolidi ha familhoù eus dañjerioù gwallimplij internet.
Hor skolajidi a bep live, 6ved, 5ved, 4re, 3de a zo bet kelaouet tro-ha-tro gant pep a eurvezh hanter displegadur gant stummerez ar gevredigezh. Sklaer an displegadennoù ha dedennet-tre hor skolajidi. Ne oa ket ar pal o lakaat da spontañ rak ar rouedadoù sokial a zo anezho binvioù darempredoù ha kehentiñ hep o far, hogen o lakaat war evezh ha war ziwall diouzh gwallimplijoù a zo : perc'hennañ skeudennoù tud daoust dezho, gwallvrudañ anezho, implijout anvioù ha personelezhioù faos evit tapout ar re yaouank, lakaat gwask war tud yaouank hag all hag all...
Ar genrouedad hag ar rouedadoù eskemmerezh a zo e kreizig-kreiz bed hor skolajidi ha fonnus eo bet ar c'hendiviz ganto. Ouzhpenn an divizerezh-se eo bet anat pegen a bouez eo an diviz e diabarzh ar familhoù evit tennañ gounid eus ar binvioù-se hag ober un implij poellek ha fur anezho !
Bremañ e vo mat aozañ kemend-all evit izili ar skipailh hag evit ar familhoù !