C'HOARIVA 6VED GANT DYLAN
Hiziv ez eus bet c'hoariet daou bezh gant ar c'hwec'hvedidi dirak o c'henseurted a 4re hag a 5ved. Labour Dylan gant e skolajidi. Ar pezhioù a oa bet c'hoariet c'hoazh e Sant-Martin-war-ar maez n'eus ket pell 'zo o deus lakaet an dud da c'hoarzhin er skolaj. Koulz buhez an ospital foulet an dud ennañ gant o labour ha Kabellig ruz mod-nevez hag ar bleiz drouk o deus plijet d'an arvesterien. Danvez aktourien a zo gant lod eus hor skolajidi !
Ne garfemp ket bezañ operet eno...
Ganet ar poupig...
Degouezhet ar bleiz drouk !
Nag a zistruj gant un aval brav !
Saludadeg an eil strollad