Lochoù Skolaj Kemper Kerzu 2009

Amañ skolajidi 5ved Melen a-zevri ganti


Ar 5vedidi o deus savet boestoù-neizhiañ evit ar c'haouenned bihan. Gant Mathieu hon eus savet anezho. E tekno e oa. Ret e oa ober strolladoù daou pe dri. Me 'oa gant Yohanna hag Enora.

 

Evit sevel ar boestoù-neizhiañ hon eus implijet an dafar a-is :

-            ur gorzenn PVC

-            koublennoù

-            ur voest gwin (e koad)

-            tachoù ha biñsoù

-            ur morzhol

-            un heskenn kloc'h

-            peg lino

-            un heskenn lamm

-            tammoù koad ouzhpenn

 

Da gentañ eo ret muzuliañ mentoù ar voest. Ret eo toullañ ar voest gwin, stagañ ar gorzenn PVC ouzh ar voest, stagañ an tammoù koad ouzhpenn er voest, stagañ ar c'houblennoù, stagañ an doenn war ar voest. Lakaet hon eus war-dro ur miz evit ober ar boestoù. Ret e oa ober pemp boest dre glasad. Dek a oa en holl.

 

Plijet on bet gant al labour-se peogwir e plij din sikour labousedigoù bihan ha sevel lojeiz evito. Plijout a ra din ivez ober belbeterezh gant koad, plijus eo ivez pa vez graet traoù gant ar c'hlas ha ma mignonezed. Lakaet eo bet ar boestoù e-barzh jardinoù tud a fell dezho sikour ar c'haouenned bihan. Er Porzhe emaint bremañ, da'm soñj.

 

Agathe, 5ved Glas

Sevel lochoù-neizhiañ
evit ar c’haouenned bihan

Lochoù ar skolajidi
Un disoc'h a zoare

Gant an daou glasad 5vet zo bet savet lochoù-neizhiañ evit kaouenned bihan ar Porzhe. Kinniget o deus Ronan (al levraoueger) ha Mathieu (ar c’helenner war an Tekno) sevel seurt lochoù a-benn sikour al labous preizh noz bihan-se.
Bez ‘vez nebeutoc’h nebeutañ deuzouto e Breizh (hag en Europa) trapenn d’ar cheñchamantoù bras a zo bet e-pad eil hanterenn an XX vet kantved.

E-pad ar c’hentelioù tekno eo bet savet al lochoù.
Ul labour kentañ a oa bet graet gant Klaod, trugarez dezhañ ! Gant boestoù koad gwin (12 boutailhad) int bet graet. Mersi bras da paotr ha plac’h a ra war-dro ar gwin e Leclerc Pont-’n-Abad, rak hepto ne vije ket bet graet an neizhioù. Diaes-tre eo kaout seurt boestoù digant ar varc’hadourien gwin !
10 zo savet en holl. 5 e pep klas.

Div zo bet staliet e Kemeneven d’an 23 a viz Genver gant Tristan, Brendan, Ewen ha Ronan. E ti Didier Dréau int bet staliet.

Lochoù staliañ 2
Staliañ en o endro naturel

Ar re all zo bet lakaet gant Ronan hag e vignoned eus kevredigezh al laboused (Groupe Ornithologique Breton). Ouzhpenn ar re bet savet gant ar skolajidi ez eus bet staliet 15 all er Porzhe ivez. Tachenn nemeti pe dost lec’h 'vez kavet c’hoazh kaouenned bihan e Kerne-Izel...

Ronan


AR GAOUENN VIHAN
Athene noctua



Ul labous-preizh noz eo.

Ul labous noz a c’hell bezañ gwelet e-pad an deiz memestra. Bihan eo ar gaouenn vihan. Bihanoc’h evit ur pichon !

Kavet e vez er Stad-C’hall a-bezh. E Breizh e seblant bezañ niverusoc’h e Breizh-Uhel evit e Breizh-Izel.

Bevañ a ra e bro ar c’hleuzioù e-lec’h ma vez parkeier, girzhier, bokedoù gwez, mogerigoù, tarrodoù (war an aod). N’eo ket labous ar c’hoadoù. Plijout a ra dezhi an tachennoù « digor ».


Chom a ra er memes lec’h a-hed ar bloaz. N’eo ket ul labous divroañ.

Debriñ a ra amprevaned, logod hag ur wech an amzer labousedigoù, batrasianed ha loened-stlej.


Un toull en ur wezenn pe en ur savadur (un ti pe ur voger) he deus ezhomm a-benn neizhiañ.

Abaoe fin an Eil Brezel Bed (1945) eo cheñchet kalz doareoù al labour-douar : distrujet ar c’hleuzioù hag ar verjezioù kozh, implijet louzoù da lazhañ amprevaned. Da lâret eo nebeutoc’h a voued hag a lec’hioù da neizhiañ.

Ouzhpenn-se e vez muioc’h-muiañ a otoioù. Kalzik deuzouto a vez lazhet war an hentoù. Gant France-Telecom zo bet savet peulioù goullo staliet an tammig pep lec’h. Klask a ra ar gaouenn mont e-barzh a-benn neizhiañ ha ne zeu ket a-benn da vont kuit…


Un tammig pep lec’h e Europa e vez strolladoù tud o klask diskoulmoù evit sikour al labous bihan-se da vevañ. Sevel lochoù koad da neizhiañ a zo unan eus an doareoù d’e sikour.

Ronan





 

Degemer