Setu-me degouezhet en Aostralia abaoe an 8. Goude Kambodia, ma c'haller kas un devezh a-bezh gant 10 dollar amerikan, ez eo gwall zisheñvel an traoù amañ.
Bet on e Sydney, ma oan chomet tri devezh-pad. Koumoulek an amzer, e-tro 20 pe 25 derez avat. E Sydney e ranker bezañ "koul" : dav bezañ rouzet, hañvalout bezañ yac'h, ober sport, mont d'an aod gant ur plankenn surf hag all.

 

P1060668


Hegarat-kenañ an dud. Ker-ruz pep tra. Ur gwir blijadur eo bet treuziñ ar pont ha gwelout savadur ar c'hoarigan. Unan eus arouezioù ar vro eo,  hag anavezet eo er bed a-bezh. Brav ivez al Liorzh hag ar park a zo tost outi, ma c'heller gwelout a bep seurt gwez ha plant. Ha pa zalc'her gant an hent en em gaver gant The New South Wales Gallery, mirdi an arzoù-kaer an hini eo. Ouzhpenn livadurioù aostralian eus an 19vet kantved e kaver ennañ oberennoù diwar zorn Picasso, Monet, Bacon...

P1060595

 

Er mare-mañ ez eus un diskouezadeg ispisial "From Pop to Popism", a-zivout ar "pop art". Ouzhpenn 200 oberenn war ziskouez, en o zouez re am boa gwelet e levrioù nemetken : Warhol, Rauschenberg, Hockney hag all. Talvoudus-tre ha dedennus-kaer.
Ar c'harter anvet The Rocks a zo dedennus ivez. Unan eus karterioù koshañ kêr eo, ma weler savadurioù brikennoù heñvel ouzh re Bro-Saoz. Met Bro-Saoz gant heol, amzer domm ha gwez-palmez...
Bet on o welout an aodoù : Bondi Beach, traezhenn vrudetañ Sydney, hag ivez Manly Beach ha Shelley Beach. n'int ket ken brudet, met bravoc'h, ha bihanoc'h int. N'int ket meneget er sturlevrioù, met degemeret on bet gant ur gelennerez eus ar vro (Couchsurfing), ha ganti e oa bet lavaret din mont da welout anezho.
Daou zevezh' zo e oan degouezhet en Alice Springs, tost ouzh Park gwarezet Uluru. E-kreiz an dezerzh emaon, betek ouzhpenn 40 derez hiziv goude kreisteiz.

P1060819

 

N'eus koulz lavarout netra nemet gwez treut-ki, ruz-orañjez an douar. Dec'h e oan bet o vale e-pad ur 5 eurvezh bennak tro-dro da Uluru, menez sakr an Aborijened. En holl em boa gwelet 6 den all, hag ur varan. 36 derez a oa.

P1060869

Hiziv e felle din mont da welout ar menezioù all, The Olgas o anv. Siwazh e oan an hini nemetañ enskrivet neuze eo bet nullet karr-boutin ar mintinvezh. Hini goude kreisteiz a zo bet nullet ivez, pa'z eo re domm an amzer evit mont da vale.
Gwelet un abadenn gant Aborijened o tañsal hag o tisplegañ penaos e kav dezho e oa bet krouet ar bed, gant pevar loen : an emu, ar varan, ar c'hangourou, ha disoñjet ar pevare hini ganin! 
Un nebeud paotred yaouank o tañsal, hag unan all, koshoc'h, o kanañ hag  o luskañ an dañs en ur lakaat daou damm koad da skeiñ an eil gant egile.
An Aborijened ne blij ket dezho e vije tennet poltredoù anezho, d'am soñj int aet skuizh gant an douristed! Kalzik anezho a zo tev-spontus (gwelet e vezont o tebriñ junk food).

Warc'hoazh e tistroin da Sydney ha goude-se e yin da g/Canberra, Melbourne ha Perth, ma'z adkavin daou zen yaouank am boa bet graet skol dezho e Diwan un nebeud bloavezhioù' zo.


Degemer