BANK AR RE DREDE
E foñs ar porzh ez eus ur bank ha bep bloaz, e-pad pep ehan ez a ar re 3de warnañ pe tro-dro dezhañ. Bep bloaz e vez skrivet gant pep remziad 3de skridoù souezhus a bep seurt.
Gwelet e vez gant ar skridoù-se pet vloaz eo chomet bev ar bank ispisial-se... Betek an deiz, siwazh, ma'z eo bet adlivet ar bank gant Klaod !!! Ne oamp ket laouen, met bremañ eo deomp da reiñ buhez en-dro d'ar bank mojennel-se... BANK AR RE 3DE!!!
Siwazh eo bet ret deomp gouzañv chom hep touchal, santout ar bank ha mont warnañ. Abalamour da tri pe pevar miz hiiiiiiiiiir ha diaoulek labouradegoù e-tal ar bank.
...Michañs e kendalc'ho an 3deidi da enoriñ ar bank-mañ !!!
Bevet Bank ar re 3de !!!
François hag Emma