ARIZMENDI/JAKEZ RIOU 2011
E skeud ar gwenn-ha-du hag an ikurriña
Setu degouezhet kannaded an nevezhañv. Gant Pepe ha Joserra da ambrougerien 23 skolajiad deuet d'ober anaoudegezh gant o c'henskriverien ha gant hor bro.
Digwener vintin, lein goude un nozvezh karr-boutin, degemer ha digoroù.
Pourmenadenn betek kreiz-kêr dre Menez Fruji da gaout ur sell a zoare war hor c'hember, Oded ha Stêr-Deir...
War Menez Fruji
Enor, enor d'ar sonerien, Yann ha Thibault
Goude-se abadenn a zegemer mat gant Loïc Philippon, kuzulier e karg eus ar brezhoneg, ha gant Jannick Yvon, kuzulierez-kêr. Prezegennoù pederyezhek, euskareg, brezhoneg, galleg ha kastilhaneg. Lakaet e oamp bet souezhet war vat gant Pepe deuet brav gantañ e ginnigadur digeriñ er skolaj e brezhoneg. Komprenet eo bet
gant an holl ! Evel m'eo bet lavaret en ti-kêr n'eus ster ebet d'ar stourm evit hor yezhoù nemet ma reer ganto ! Un tamm brud a zo bet d'hon eskemm er media gant an Télégramme, Ouest-France, Penhars Info ha Radio Kerne.
Deuet brav e oa an dañs a enor, an aurresku !
Aurresku !
Ar prezeger er gador...
Goude merenn e oa bet aozet ur pennad video berr diwar-benn istor karter Kervoazan e Penharz hag ur valeadeg heñchet gant André Calvez, kelaouenner Penhars Info. Meur a garter a zo e-barzh ar c'harter, e gwirionez...ha spi a zo e vo bet gwelet un tamm ar strivoù da wellaat al lojañ hag ar bevañ mat asambles !
O vont da dreuziñ ar pont...
Un heñcher a oar diouzh e garter ha bezañ kannad anezhañ...
Evit echuiñ gant an devezh, c'hoarioù pobl, stal aozañ krampouezh gant Mathieu, dañsoù ar vro gant Fañch ha treserezh eskemm gant Ronan. Tremenet eo diouzh ar c'hentañ an traoù war don ar blijadur hag ar geneiliezh. Peadra da reiñ c'hoant, evel-just, da skolajidi ar c'hlasoù all.
Sachañ ar fun...
A-unan !
En dalc'h emañ an dañser(ez) !
Fañch o kas an dañs-tro, hardizh !
Div identelezh dirak ha dirak, mennozh mat, Ronan !
Ma oa un disterañ glizh oc'h ober digwener eo aet an amzer war gaeraat abaoe, un eskemm dindan an hinon eta !
Trugarez d'an holl o deus roet dorn evit an degemer brav-se !
Joserra ha Pepe e-tal kichen hon ti-annez kozh. E-pelec'h ?