IMGP0286

E-pad ar film...

 

IMGP0293

Pep hini en e blas, er gaoz evel er c'han...

 

Dec'h e oa ar vreudeur Morvan ganeomp evit diskouez ar film "e skeud kanañ"  (Jérémy Véron, France 3) hag evit kontañ kaoz gant hor skolajidi 4re ha 3de klas. Tremenet eo eus ar c'hentañ. Un darempred eeun, gwirion gant an dud, jentil ha prest da reiñ kement ha da resev !

 

Goude ar fim ez eus bet kaoz diwar ar c'han, an dañs goude koan gwechall, ar festoù-noz o tont da vev... Tomm, a galon, eo bet an darempred etre ar skolajidi hag an daou vreur. Eeun ha frank eo bet ar goulennoù hag ar respontoù. Trugarekaet hardizh eo bet ar ganerien evit bezañ deuet betek ennomp hag evit holl ar pezh o deus roet deomp eus an hengoun bev e Breizh. An traoù-se a zo bet roet dezho ha kontant int d'o reiñ d'an holl d'o zro... Pe e Skolaj Diwan Jakez Riou pe dirak miliadoù a dud gant Taboulinoù ar Bronx en Erer Kozh... An holl o devo soñj ez int labourerien-douar a vicher ha n'eo ket kanerien a vicher hag ivez n'o deus morse lavaret nann pa vezent pedet da ganañ en tu pe du gant ma c'hellent ha gant ma oa e Breizh. D'ar Frañsizien o deus c'hoant da welout anezho dont da Vreizh ! Fromus ha kendrec'hus ivez o "n'eus ket a Vreizh hep brezhoneg" ha "dalc'hit mat gant hon yezh !" "Pep korn-bro en deus e stumm brezhoneg !" Dec'h, avat, eo bet komprenet aes ha mat an daou vreur gant hor skolajidi ha selaouet ha komprenet mat int bet ivez d'o zro.

 

IMGP0292

Kozh ha yaouank unanet gant ar c'han...

 

IMGP0294

Krog ganti...

 

Goude ar goulennoù un ton plin gant Marine, Sterenn ha Loeiza. Deuet brav, trugarez dezho. Tro ar vreudeur war-lerc'h gant Joli coucou. Poent diac'hubiñ ar sal, frankiz dezhi da zañsal plin, pachpi...Ur gwir blijadur !

 

IMGP0301

Dao de'i !


Da echuiñ abadenn sinañ follennoù koulz evit ar skolajidi hag an dud gour.

 

Trugarez da Herri, da Yvon, da Agnès a oa ganto ha da Elen eus Daoulagad Breizh bet prientet mat-tre an traoù ganti. Ha ken ur wech all bennak !

Degemer