War varc'h-houarn.
Soñj am eus e oan war-dro c’hwec’h vloaz. Un dibenn-sizhun eus miz Gwengolo e oa. Dont a raen a-benn da vont mat war ur marc’h-houarn div rod hepken. Ma c’hoar vihan a oa c’hoazh gant he marc’h-houarn teir rod.
Divizet hor boa mont d’ober un dro vihan en un dachenn e-kichen an ti. Ma zad en doa profet din ur marc’h-houarn brav div rod un devezh a-raok. C’hoant em boa ober un dro warnañ.
En ur zegouezhout en dachenn hor boa gwelet kerkent e oa un diribin bras er foñs. Taolet em boa ur sell ouzh ma c’hoar : hi ivez he doa c’hoant mont gant an diribin-se. Ha gouzout a rit n’ez a ket buan-tre ur marc’h-houarn gant teir rod...
Ma mamm a oa a-du, ha neuze hor boa redet diouzhtu betek an diribin. Ma c’hoar a oa pignet war he marc’h-houarn bihan ha me war ma marc’h-houarn nevez-flamm. Kroget eo ma c’hoar vihan da ziskenn gant an diribin. N’ez ae ket buan-tre. Me, ne c’hellen ket gortoz pelloc’h. Seblantout a rae ken plijus diskenn evel-se ! Ne ouien ket ober mat gant ma marc’h-houarn, met, hep soñjal na hep gortoz e vije echu gant ma c’hoar vihan diskenn, aet on kuit en diribin en ur huchal.
Klevout a raen ma mamm o lavarout din gwaskañ war ar starderez, met me 'grede e oa hep dañjer mont ken buan ha se. En un taol em eus gwelet ne oan ket ken pell ha se ouzh ma c’hoar ha klasket em eus gwaskañ war ar starderez...
Ur marc’h-houarn nevez e oa, neuze e oa kalet ar starderez ! Ne ouien ket an dra-se, ha stardet em eus anezhi gant ma holl nerzh... ha savet eo ar rod a-dreñv !
Kouezhet on diwar ma marc’h-houarn, kredet em eus nijal ! Eüruzamant n’eo ket bet gloazet ma c’hoar ! Padal, me a zo erruet war al leur, fri da gentañ ! Bet em eus muioc’h a aon eget a boan ! Ma fri a-bezh a oa o wadañ, avat !
Goude un dro gaer evel-se n’em eus ket bet c’hoant adkregiñ.
Anna, 4re klas.