Emañ al levraoueg o vont war vodernaat ! Ya 'vat, penaos tremen e-biou d'ar banell goad nevez staget ouzh moger an trepas ! Kement levr nevez degouezhet en hol levraoueg a vo meneget war ar banell-se, deuit da deuler ur sell pa garoc'h, gant ma roio c'hoant deoc'h lakaat ho fri el levrioù gourc'hemennet a-ratozh evit boueta ho spered !




Echu gant doareoù ar grennamzer, ne vo ket dornskrivet ken renabl an amprestoù, met enrollet a-drugarez d'un ardivink elektro-magnetiko-lazer-infraruz burzhudus hag a ra "bip", 'giz 'ti Leclerc ! Hervez-kont e reer al "Lagad ruz" eus an oustilh souezhus-mañ...met grik... Ur mell gounid amzer e vo eta evit ar paourkaezh levraoueger(ez) beuzet gant nouspet geriadur da c'holoiñ pe c'hoazh stalennoù da renkañ.


Degemer