Prest evit ar gouelioù !
                     
Un tammig sell dre skeudennoù war diwezh 2007. Pedet e oa bet skolajidi Diwan gant klub mell-droad an Oriant da vont da welout ar c’hrogad a-enep Sochaux. Ur match a-zoare ha 2 da 1 evit an Oriant !

                        Arvesterien a-zevri ganti !

Gouel Nedeleg ar skolaj a oa bet dalc’het d’ar meurzh 18 a viz Kerzu e sal liesimplij Pluguen. Abadenn blijus. Koun a vo dreist-holl eus al lañs a oa gant ar 6vedidi, niverus hag unvan, gant o rap pe o noueloù, eus frapadoù kaer a c’hoariva gant ar 4reidi, Shakespeare, Molière, Alfred Jarry...

                            Pleustradeg 6vedidi
                            Da vad war al leurenn !

                                Ur c'houblad Romeo ha Julieta


Pred bourrus ivez, gourc’hemennoù d’ar skolajidi ha skolajiadezed (ha d’ar mammoù ivez) o doa aozet krampouezh pe o doa fardet gwastilli... Ar gounid a dalvezo da skañvaat koust ar beajoù.

                            Pluennoù paun ha muzisianed ampart !

2008 a vo bloavezh gouel dek vloaz ar skolaj en nevezamzer hag hini tregont vloaz Diwan a vo en e varr pa zegouezho ar Redadeg e Karaez d’ar sadorn 3 a viz Mae en endervezh. Ezhomm a vo eus startijenn an holl evit sevel krog ar yezh ha hini Diwan !

                            Plijadur o redek dija !



Degemer