Nevez 'zo e oa Cathy Tymen ganeomp, kazetennerez eo en Telegramme ha mamm-baeron ar re bevare evit ar c'hlas-kelaouennerezh. Displeget he deus e-pad daou brantad al labour hag ar studioù graet ganti, penaos e vez graet ur gazetenn, ar c’hudennoù pemdeziek a vez, pegen pouezus ez eo gwiriekaat atav ar c'heloù a-raok embann anezho. Goulennoù a bep seurt a zo bet savet gant ar skolajidi, plijus ha kentelius eo bet ar gejadenn-mañ.
Degemer