Gwall gresk a zo bet e 6vet klas gant 45 a skolidi en distro-skol-mañ ! Seblant vat evit an dazont da-geñver dek vloaz ar skolaj.


Da heul e vez stank ar gouvidi er predva da vare merenn ha leun-chouk ar c'harr-boutin akordeoñs diouzh an noz da vont da Guzon.



Plijadur a vez o kinklañ ar c'hambroù ha n'eo ket bet pell ar merc'hed-mañ o wiskañ ar mogerioù diouzh o c'hoant...

Diouzh ar mintin e vez stardet an holl evel sardin en ur penton. Un eil karr-boutin pe unan frankoc'h a glasker kaout. Gortoz pell, gortoz gwell !


Degemer