Labourioù rakdistro-skol e ti-annez Kuzon.
Evel ma oa bet kemennet d'ar familhoù eo kroget hiziv al labourioù e ti-annez Kuzon evit ober an trevelloù ret e-keñver surentez a-benn gellout degemer hor skolajidi a-benn pemzektez. Deuet ez eus familhoù, implijidi ha skolajidi da stagañ ganti.
Tennet ganeomp al lienoù war ar mogerioù e oa ret o naetaat.
Plastrañ war an toulloù.
Raskañ an dilerc'hioù peg moketenn a-ziwar al leur.
Debriñ un tamm goude bezañ labouret mat.
Kizellat hardizh evit staliañ ibiloù ar mudurunoù.
Gouzout kenlabourat gant plijadur hag a galon vat.
N'eo ket echu al labourioù. Ezhomm ez eus eus an holl warc'hoazh, en dibenn-sizhun a zeu ha war ar sizhun evit ar re a c'hellfe.
Pellgomzit da Martine Magré : 02 98 39 80 74.
Trugarez en a-raok !