Un arnodenn kinniget da holl skolajidi 3de klas skolajoù Diwan eo an AKED. Talvezout a ra kement hag "Arnodenn Kreiz Eil Derez Diwan". Pal an AKED eo reiñ tro d’ar skolajidi da ziskouez o barregezhioù liesseurt, dre ar brezhoneg (war-bouez ar yezhoù all evel-just) ha reiñ ur plas a-feson d’an ezteurel dre gomz. Diwar ar 162 skolajiad a zo en 3de klas ar bloaz-mañ ez eus 29 e skolaj Kemper. 147 deusouto a zo bet degemeret en AKED, da lâret eo 90,7 %. Cheñchamant bras zo bet en doare da ginnig an arnodenn ar bloaz-mañ. El lodenn dre skrid e oa ar brezhoneg, ar matematik hag an istor-geo hag evit ar wech kentañ e c'helle ar skolajidi dibab an danvezioù a felle dezho tremen dre gomz. E-touez 18 danvez kelennet en 3de klas o doa 3 danvez disheñvel, strollet e 4 rummad, da zibab ; 1 dre rummad d'ar muiañ. Setu m'eo bet dibabet ganto ar yezhoù, an danvezioù skiantel met ivez an deskadurezh korf ha sport, ar c'hoariva, an tresañ, ar sonerezh… Ha tapet notennoù mat gant kalz deusouto evel-just. Un niver bras a gelennerien a oa o sikour evit lakaat ar skolajidi da dremen o arnodennoù dre gomz pe ivez evit difaziañ an arnodennoù dre skrid. 2 lec'h arnodenniñ dre gomz a oa, skolaj Ar Releg ha skolaj Gwened, hag eo aet skolajidi Kemper da dremen an danvezioù o doa dibabet e skolaj Gwened.
Disoc'hoù hon skolajidi :
Meneg mat-tre evit : Guillemette IN,
Meneg mat evit : Maïna BIHAN, Solenn Le GUELLEC, Gwenn MEYNIER ha Charlotte ROCHARD
Meneg mat a-walc'h evit : Tristan ANFRAY, Ronan BECAM, Laura COURROT, Mathilde FREOUR, Soazig KERVAREC, Johann RIOS-CHAUFFIN ha Rozenn TANNIOU
Degemeret hep meneg : Alexandre ALBERTS, Océane CORAY, Delphine COULON, Riwal DIPODE, Yoann Le FLOC'H, Fedia Le GRILL, Moran An HELGOUALC'H, Emilie LAISEMENT, Tristan LAMBLE, Louri PEAN, Brendan PEZRON ha Malo TANNE
Gourc'hemennoù dezho !