Devezh plijadur !
Diouzh ar mintin un droiad er Plomarc’h e Douarnenez.
Natur, loened, ur gwel dispar war borzh kozh Douarnenez ha war ar pleg-mor…
Distro da Bloneiz ha degemer en abadenn Lou e Radio Kerne.
Studioioù nevez-flamm e ti nevez ken flamm-flimmin all ti-kêr Ploneiz.
Pep hini en deus gellet prientiñ un tamm kelaouiñ hag en embann er mikro.
Plijet omp bet holl o welout pegen lañsus, modern hag a vicher ez eo Radio Kerne.
Itron Varia ar Menez-C’homm, merenn garrez e Skeud an Amzer, boued lipous en un endro bourrus.
Brezhoneg gant tud an ti ha gant lod eus an arvalien.
Un arsav plijus e ti tud a skoazell Diwan !
N’eus netra par d’ur pennad marc’hegezh da ziazezañ boued. Ha yao war-zu ti-feurm marc’hegezh Neizh Kaouenn e parrez Landevenneg.
Degemer plijus-tre gant tud an ti hag e brezhoneg gant Gael he deus renet flour ha start an abadenn a-bezh.
Berr amzer a zo bet gant ar re yaouank o tizoloiñ pe oc’h addizoloiñ ar blijadur da vont war varc’h.
Tammoù c’hoarioù dre skipailh a zo bet aozet ha laouen bras an dud, m’el lâr deoc’h.
Brezhoneg gant an holl en holl obererezhioù, un dudi ! Keuz d’un dra, evelkent. Blaz ar re verr a oa gant an devezh !