Gouel an trec'h e Plijidi
Diriaou e oa Gouel an Trec’h e Plijidi evit holl skolajidi 4re ha 3de klas Diwan.
Petra, ‘mut-hu ? Ya, Gouel an Trec’h pe an emdrec’h, ur mare plijadur a-stroll e brezhoneg evit tri-c’hant bennak a dud yaouank. War-un-dro c’hoarioù korf ha spered.
Dibunañ a zo unanus...
Digarez o deus bet holl da ziskouez o barregezhioù en ur spered yac’h a geneiliezh.
Dibunañ a zo sirius...
Ur blijadur hag ur ret eo skoulmañ seurt liammoù da lakaat an dud yaouank d’en em anavezout e brezhoneg !