Goude "Kan an Aon, Deizlevr, Diwan e Kerm ..." setu ar re 6vet hag ar re Bevare o kinnig an daou film "Liesyezhek" ha "Rimadelloù Anne-Marie". Plijus eo bet, daoust d'an amzer a oa tomm-tre. E-tro 300 skolajiad ha lisead e oamp evit sellout ouzh ur 15 film bennak. Lewellyn, Dorian, Amelie, Cassandra, o deus kemeret perzh er stalioù kinniget : sevel ur film dre "pikselekadur", aozañ un teulfilm, sevel skritell 2008 ...setu Tristan o tisplegañ e film "ar c'hazh" (tresadennoù ha kanaouenn savet gantañ). Aketus-tre eo an den gant ur roched wenn, unan eus ar realizatourien vrudetañ e Breizh evit ar filmoù buheziñ , a zo o labourat e "Vivement lundi", an embregerezh en doa savet "Pompon" ha nevez zo "le Cid".



Pegen brav oa an amzer ! Debriñ er maez, tro dro d'ar Sterenn e Tregon, war ur maen bras... Ar baotred 6 vet o doa dibabet mat o sal-debriñ !

Degemer