Rap brezhonek.
Setu, prest int ! N'o deus nemet un anv da gavout evit o strollad. Div ganaouenn a zo bet savet ganto "Petra 'ri p'az po aon ?" hag "Afrika". Ur c'hleub rap, kroget e miz Gwengolo, gant Rachid, Lokal Muzik e Ti an Holl Penharz. Amzer kompren mont en-dro al lusk, penaos ijinañ pozioù, penaos komz asambles, implijout ur mikro ...
'Benn nebeut e C'hoariva Kerne (d'ar 7 a viz Even) ha marteze e Karaez.
Da heuliañ neuze.
Lavaret eo bet e vo Axel o rapiñ gant Jules Nydell ha Krista e Karaez evit devezh ar brezhoneg ! N'eo ket fall ...