Un abadenn dic'hortoz, disheñvel-tre diouzh ar pezh a vez gwelet ordin e bed ar c'hoariva e brezhoneg. Un istor skrivet gant Tilly, ur skrivagner brudet eus Bro-Dreger. "Charcuterie fine" a zo deuet da vezañ "fest ar pemoc'h". Met n'eo ket ur fest, tamm ebet. Un istor kriz, istor ur familh kigerien o vevañ trubuilhoù don, ur mab didalvez, lonker, a lak ar c'hazh da zebriñ ar peskig ruz, o tirenkañ un urzh a seblante didermen, an daol da naetaat, ar silzig da werzhañ, ar skinwel hag an oferenn evit ar vamm...  Hag echu an istor gant lazhadenn ar mab gant e vamm hag e dad. Peadra da brederiañ gant un doare leurenniñ a feson (sklerijenn gant E.Valentin, kinkladurioù graet gant Fañch Henaff, sonerezh P.M Moign) hag ur Bob Simon hag un Nicole ar Vourc'h o c'hoari brav-kenañ !
Degemer