Dibabet em eus ober ma staj e zoo Paou-Skorf (Pont-Skorf) rak plijout a ra din al loened ha c’hoant am boa da welet penaos e tremene an traoù ha penaos e veze graet war o zro.

Lakaet on bet d’ober war-dro al laboused gant va mestr staj, Sebastien.

Graet em eus kalz a gempenn : bep mintin e walc’hen ar c’hanustelloù. Tremenet em eus ivez ar sunerez en ur poull-neuial hag ar « c’harcher » e kaoued ar pennoù-gwenn. Dastumet em eus an delioù a oa war al leur e meur a gaoued (koukabura,morvaout,pilikant…). Gwalc’het em eus ivez gwerennoù kaoued ar pilikant hag ar sal e-lec’h ma veze renket boued al laboused.

Mod-all em eus prientet ha roet ar boued d’al laboused. Kalonoù yar ha pesked em eus troc’het e tammoù bihan. Evit reiñ ar boued d’al laboused e astennen ma brec’h hag e nijent betek enni. Ur wech e oant staliet e roen ar pesked dezho. Farsus-tre e oa.

Roet em eus ivez logod ha poñsined marv d’ar c’hwiboned, bannañ a raen ar boued en o beg. Klasket em eus ivez reiñ pesked d’ar pennoù-gwenn met aon o doa ouzhin, neuze ne gemerent ket ar pesked mat hag e kouezhent war al leur. Moutik e oant memestra.

Evit ma c’hellfe an dourgon ober o neizh em eus troc’het bambouz evito. Un ibis sakr, Homère e anv, en doa bet poan en ur pav hag e oa ret lakaat ul lienadur nevez bep mintin. Dalc’het em eus al labous war ma daoulin pa oa, e-keit-se, Seb o cheñch al lienadur.

Setu dre-vras ar pezh em eus graet e-pad ma staj.

Plijet bras on bet oc’h ober ma staj er zoo, dedennus-kenañ eo bet. Un dra en deus dipitet ac’hanon un tammig eo em eus graet war-dro al laboused hepken, c’hoant em bije bet d‘ober war-dro loened all evel an tigred, ar jirafenned...

Re verr e oa ar staj, e tri devezh n’ez eus ket amzer d’ober kalz tra.

Dedennus eo bet gwelet penaos e tremene an amzer en ur zoo, petra a veze debret gant al laboused... Ne oa ket ken dedennus kempenn an ti met al labour eo da’m soñj!

Ul labour dedennus e seblant bezañ met hoalet on kentoc’h d’ober ul labour gant ar c’hezeg. N’ouzon ket c’hoazh petra ’rin pa ’vin bras, evit ar poent e soñjan en ul labour gant ar c’hezeg met cheñch a raio marteze. Gouzout a ran ervat ez in betek ar bak a –raok mont en ur skol ispisializet.

Azenor, 4re klas

Degemer