Dec’h e oa bet lidet digoridigezh an hunva. Deuet e oa kerent eus ar skolaj, izili ar c’huzul-merañ ha tud e penn Kambr ar Micherioù. Fichet kaer e oa bet an hall bras ha staliet brav ur banne degemer. Trugarez da Glaod, da Gristine, d’ar vugale ha d’o c’hasourien da vezañ kempennet ha fichet an ti-annez. Plijadur a zo bet o klevout daou soner ampart, tonioù a Vro-Vigoudenn ganto, Konogan an Habask ha Youenn Chapalan. Trugarez dezho ivez. Gant an ao. Guéguen Prezidant ar Gambr koulz ha gant Pascal Cadieu, eilrener, ez eus bet anv a adnevezidigezh ar greizenn evit an deskarded. Adkempennet e vo an tiez-annez ha savet batisoù nevez evit ar skoliata. A-benn distro-skol 2009 e fell dezho bezañ prest. Peseurt plas a c’hell Diwan kaout e-barzh ar raktres-se ? Kerkent hag ar sizhun a zeu e vo staget gant e labour gant Kuzul-merañ ar skolaj.

 

Ar familh Colleter e-kreiz, Philippe Gastoud a-zehou

Degemer