E miz Here e oa aet skolajidi ar pevare klas da chom e-pad ur sizhun e kreizenn ar Vilin-vor e Logonna-Daoulaz.

Bag fillao a za maez eus ar porzh dre dan

 

Ur sizhunvezh dizoleiñ ha pleustr war ar bagerezh dre lien ha studial endro  Lenn-vor Brest.

 

 Skolajidi o tizoleiñ an endro-bev

.

Ur skolajiadez o vleiniañ Bag an holl dindan barradoù glav

Implijet o doa ar skolajidi katamaranoù (bagoù daou gouc'h) a bep seurt, mui pe vui founus, ur woeletenn (bag div wern) ha bag an holl, ur vag ispisial dre dan ijinet evit an dud ampechet hag ar re all ivez.

Plijadur o doa an holl dud, skolajidi ha tud gour da zizoleiñ e brezhoneg (yezh implijet er greizenn vor) doareoù mat da lakaat e plas ha da implijout al lienoù, ar sturoù hag ar c'horzennoù a bep seurt.

 

Araok mont war ar bagoù

Ar pevareidi o doa kemeret kargoù disheñvel war ar bagoù.

Re zo o doa bleiniet bag dre dan bag an holl, re all o doa heñchet fillao, ar woeletenn evit diskenn ha pignat endro lenn-vor Brest.

Skolajiad o heñchañ bag div wern Fillao

Degemer