3de KLAS : LAND ART
Land Art, petra eo? Da lavarout buan an traoù, e talvez kement ha sevel oberennoù arzel en diavaez. Krouet eo bet al luskad er Stadoù-Unanet er bloavezhioù 1960. Labourat a rae an arzourien gant danvezioù naturel (traezh, douar, koad, maen...). A-wel d'an holl emañ an oberennoù, hag a vez savet in situ, ha peurliesañ e vez dav tennañ poltredoù anezho peogwir ne badont ket, hag e cheñchont (pa ra glav, pa vez avel hag all). Un doare da guitaat bed ar mirdioù eo ivez, ha da ziskouez oberennoù arzel d'an holl.
Setu unan eus an oberennoù brudetañ : Spiral Jetty gant Robert Morris (miz Ebrel 1970, 450m hirder X 4m ledander), Great Salt Lake, Utah
Ha setu ar pezh he deus savet Alice (3de melen). Deuet eo brav ganti!