Dilun e oa nozvezh gala er skolaj. Adalek 5.00 diouzh an abardaez eo bet stank an traoù. Ingaladeg ofisiel skridoù-testeni an AKED d'an dredeidi, prizioù Kan ar Bobl aet gant 3 strollad kanerien ha kanerezed eus ar skolaj, displegadennoù diwar-benn raktresoù an dreizherien soñjoù, pennadoù kan ha pennadoù sonerezh. Pedet e oa bet an dud gour o doa hor skoazellet war-dro ar raktresoù-se, tud e karg eus ar brezhoneg hag eus an Dreizherien Soñjoù er c'huzul-meur, renerez Diwan... tud ar c'helaouennoù hag ar radioioù.

Goude ar prizioù e oa tro an dañsadeg kaset en-dro gant DJ an dredeidi. Amañ ivez ez eus bet prizioù, roet gant ar skolajidi d'o c'henseurted en dro-mañ ! Tremenet eo brav an abadenn gant plijadur ha gwiskamantoù eus ar c'haerañ...



Loreidi an AKED



A-benn ar fin emañ ar skrid-testeni ganeomp !



LE-VE-NEZ !



Enora, tre en he bleud gant he displegadenn etre Fanny hag André Gac, Kuzulier-meur e karg eus ar brezhoneg hag eus an Dreizherien soñjoù



Displegadennoù Louisa diwar-benn devezhioù natur ar 6vedidi



Erell ha Félicité en atersadenn "people" evit TV DIWAN PENHARZ



Mestr ha diskibl, Didier Dréau ha Quentin



Maelan ha Nolwenn da vat gant an ton...



Enora ha Marine, lusk ganto da heul merc'hed ar sardin...



Sterenn, Enora ha Nolwenn o kas brav an dañs...



Arvesterien evezhiek ha plijet...Angèle Jacq, skrivagnerez, Louise Ebrel, kanerez, hag he gwaz.



An daouad Asteriks/Obeliks



Ur supporter tan-flamm-flimin !



DJ gwisket faro hag e skipailh...



En hon touez e oa ivez aktourien amerikan...



Pa lavarer deoc'h...



Miss Breizh hag an itron a Fontenay



Ar c'hiz, 'keta ?



Dañsourezed ?



Merc'hed kran !



Pevaradezed chichant !



Ha mestr an abadenn, Charlie Chaplin !
Degemer